Ar Verluzed ultra a-enep ar sistem lies-piaouiñ kleuboù foot!
E miz Genver ar blez-mañ e oa bet prenet kleub melldroad An Oriant get ar BFCK, ar Black Knight Football Club, un embregerezh ag ar stadoù-Unanet renet get Bill Folley.
Daet e oa ar BFCK da vout perc’henn nemeton ar c’hleub, met pezh’zo e oa dija perc’henn àr meur a gleub foot, en o mesk kani Bornemouth e bro Saoz. N’eo ket plijet suporterion ‘zo get ar sistem lies perc’henniñ pe lies-piaouiñ kleuboù melldroad mod-se.
Ur vanifestadeg o doa aozet ar Verluzed ultra en Oriant ar sul 26 a viz Ebrel, asambl get harperion kleub Strasbourg a oa daet evit ar c’hrogad a oa just goude ar vanifestadeg. 300 den o doa dibunet er straedoù hervez an Télégramme, ha 200 hervez Ouest-France. N’eus bet reaktadenn erbet a-berzh ar Black knight football club da heul an darvoud-se .
Quentin a zo unan a 700 ezel ar Verluzed ultra. Displegañ a ra deomp perak eo a-enep ar sistem lies piaouiñ pe lies-perc’henniñ kleuboù foot.
Kaset eo bet ar pennad-kaoz get Aodren Trehin.
Stumm hir an atersadenn a vo da selaou barzh ho abadenn sport skignet ar gwener, ha dre bodkast àr radiobreizh.bzh.